Episodebeskrivelse
Abaoe an hañv e vez lidet 80 vloaz an Dieubidigezh e Bro-Frañs hag e Breizh. E Miz Gwengolo 1944 eo bet dieubaet Brest. Evit kompren penaos eo bet an traoù e Penn-ar-bed e felle din lakaat ar gaoz war Enez-Sun gant an istorour hag ar c'hazetenner Bernez Rouz evit kompren petra zo kaoz ez eus bet kement a baotred aet da Vro-Saoz da rezistañ gant Jeneral De Gaulle. A-bouezh eo bet an traoù evit an Resistanted a-enep d'an Alamaned en Eil Brezel bed. E 2023 e oa deuet er-maez e levr hag a enklask war an tem-mañ, Sein, île de résistances, embannet gant Menezioù Du. Setu eil lodenn an abadenn war…
Website: rcf.fr
