Episodebeskrivelse
Aet e oa d'an Anaon Line Marnée e 2005 met kenderc'hel a ra da levezoniñ ar ganerien hag ar c'hanerezed a-vremañ gant he c'hanaouennoù desket gant he mamm-gozh peotramant war follennoù-nij. Gwerzhioù, rimadelloù, dañsoù round a veze kanet ganti. E Miz Kerzu 2023 e oa deuet er-maez pladenn nevez Dastum Bro-Leon diwar he fenn e-lec'h e vez mesket he c'han hag enrolladennoù kanerien nevez enrollet e-pad beilhadegoù hag a vez ingal e Bro-Leon. Klevet e vez mouezhioù Awenn Plougoulm, Ifig Kalvez, Mari Peaudecerf, Loeiza Beauvir... Line Marnée est décédée en 2005 met ses chants continuent…
Nettsted: rcf.fr
