Przejdź do treści
Global sound
Heklev Faltazi

Heklev Faltazi

autor: Heklev Podkast

Najnowszy odcinek
Boulc'hurun 10 Chan Bohec

O tym podcaście

Embannet ez eus bet e vefe tourmant bras war an enezenn. Daoust da se e kemer komedianed ha teknisian ar gompagnunezh Serr-Noz ar vag da dreuziñ ar mor evit c’hoari pezh eno. Ar Roue Lear gant William Shakespeare. Tamm-ha-tamm e tro ar gomedienn da drajedienn. A rann da rann e kresk nerzh ar barrad-avel, prest da zistrujañ pep tra war an enezenn. Kreskiñ a ra war an dro live ar skoilhoù lakaet war hent ar gompagnunezh. Pep tudenn a rank stourm ouzh e vec’h diabarzh. Diskuilhañ a reer sekredoù. Betek lakaat ar gompagnunezh da darzhañ ?

Odcinki

Najnowsze 20 z 45 odcinków

  • Boulc'hurun 10 Chan Bohec · 17 minChan Bohec a felle dezhi bezañ martolodez er morlu, evel he zad hag he zad-kozh. Met er morlu ne oa ket plas evit ar merc’hed. Pa erru an eil brezel bed ez eus ezhomm eus pep…
  • Boulc'hurun 09 Jozefin Pennkalet · 16 minDivouzellañ, dibennañ, didroc’hañ ar sardin, fritañ anezho hag o lakaat er boestoù-mir, noz ha deiz : setu labour Jozefin, a zo micherourez en ur fritur e Douarnenez. Start-kenañ…
  • Boulc'hurun 08 Marie Kerstrat · 18 minDedostait tudoù kaezh, deuit da arvestiñ un abadenn eus ar re souezhusañ ! Dirak o taoulagad sabatuet e vo lakaet ar skeudennoù da fiñval ! Treuzet eo bet ar meurvor Atlantel…
  • Boulc'hurun 07 Anna Dieuleveut · 16 minD’an abourzhaj, mignoned ! Taolit ar grapinelloù ! War enez ar Vaot emaomp, kêr-benn ar vorlaeron e-kreiz ar mor Karib : ul lec’h dañjerus-tre. Met morlaer ebet ne ra aon da…
  • Boulc'hurun 06 Natali Lemel · 18 minAh, Pariz ! Kêr-benn ar gouleier hag ar sklêrijenn, ar skiantoù ha gwirioù mab-den… Fin, evit ar re binvidik ! Rak ar re baour a rank labourat dizehan evit gounit o zamm bara… Pe…
  • Boulc'hurun 05 Helena Jegado · 18 minArrouik, Arrouik, Arrouik… Krennit, tud kozh ha yaouank, paour ha pinvidik ! Rak emañ karrigell Helena o tostaat. Hag e lec’h ma tremen e varv an holl, pe dost ! Petra eo sekred…
  • Boulc'hurun 04 Konstanza · 17 minMa ho peus divskouarn da glevet, Istor Konstanza, Dugez Breizh ! Ha n’eo ket aes bezañ un dugez er grennamzer… Etre roueed Bro-Saoz, he gwaz Ranulf, hag an droubadourien…
  • Boulc'hurun 03 Vefa Sant Per · 18 min7 vloaz eo Vefa pa glask tec’hout kuit eus kastell he zud, evit mont da vousig war ul lestr-karg. C’hwitet eo ar wech-mañ, met un dra zo sur : ober a raio tro ar bed ! Hag…
  • Boulc'hurun 02 Anita Conti · 17 minSot eo Anita gant pep tra a den eus ar mor. Pa vez kinniget dezhi labourat war ar vag oseanografek kentañ, ne c’hell ket nac’hañ ! Kregiñ a ra ur vuhez leun a veajoù war bigi…
  • Boulc'hurun 01 Janed Belleville · 16 minKabiten ! Bigi war vabourzh ! Kouc’hoù du, gouelioù ruz, hag e penn uhelañ ar wern vras, ur banniel ruz gant ul leon arc’hant. Tri mil diaoul ruz, setu Janed Belleville, leonez…
  • Tourmant : Rann 16 · 24 minC’hoari a ra ar strollad Serr-noz evit ar wech ziwezhañ, dirak annezidi an enezenn. Felix a c’hoari tudenn ar Roue Lear, ha Metig tudenn Kordelia, merc’h ar roue. Brav eo an…
  • Tourmant : Rann 15 · 21 minDidrouz eo an enezenn. Bev eo Felix. Bale a ra war-zu ar sal-liesimplij dindan un heol splann. Petra ‘lâro da v.Metig ? Perak ‘ta zo bet kuzhet dioutañ en doa ur verc’h e-pad…
  • Tourmant : Rann 14 · 18 minKouezhet eo Felix diwar an tornaod. Fuloret bras eo ar mor met daoust d’ar boan o flemmañ e gorf e teu Felix a-benn da gavout goudor e mougev beg Kadoran. Eñvorennoù e vugaleaj…
  • Tourmant : Rann 13 · 17 minAdkavet eo bet Metig gant ar bomperien hag adkaset d’ar sal-liesimplij lec’h m’emañ holl dud an enezenn o klask goudor. Den na oar e pelec’h emañ Felix, e-unan emañ er-maez en…
  • Tourmant : Rann 12 · 16 minNullet eo an abadenn c’hoariva abalamour d’ar gwallamzer. Metig, Lan, Fred, Naig ha Felix a zo c’hortoz e tremenfe ar gorventenn v.Boris pa erru ar fliked er sal-liesimplij…
  • Tourmant : Rann 11 · 19 minEvit ar wech kentañ e kont Valérie hec’h istor gant Felix d’he merc’h. Penaos ha pelec’h o deus graet anaoudegezh. Trubuilhet eo Metig gant ar pezh a glev. Ha Felix a seblant…
  • Tourmant : Rann 10 · 17 minO treiñ da foll emañ Felix. Ar santimant en deus n’ez eus hini ebet e-touez e geneiled o sikour anezhañ da saveteiñ ar gompagnunezh : Bernard a zo un treitour, dilezet eo bet…
  • Tourmant : Rann 9 · 21 minKounnaret eo Metig a-enep he mamm a chom direspont e-tal he goulennoù hag a-enep Felix abalamour d’e droioù-kamm a lak an dud da vezañ en disfiz outañ. Stanket eo war an enezenn…
  • Tourmant : Rann 8 · 21 minPep tra zo ‘treiñ da fall en-dro da Felix : kollet eo Kiki ar c’hi, goullo eo kef ar gompagnunezh hag ar gorventenn v.Boris a vo o c’hwezhañ kreñv war an enezenn a-benn nebeut…
  • Tourmant : Rann 7 · 17 minTamm-ha-tamm e kav Metig plijadur o vezañ gant tud Serr-noz. Aes eo dezhi eskemm gant Fred, teknisian-son ar strollad abaoe an deroù. Gantañ e klask Metig kompren gwelloc’h istor…

Na żywo, ostatnia godzina: 7 167 utworów na 2 680 stacjach w 112 krajach

Odkrywaj świat przez radio

Więcej sposobów na odkrywanie (9)

Usłyszałeś coś fajnego? Zapisz to albo otwórz od razu w Spotify.

★ Artist of the week The fastest riser on the radio this week
Your song here? From € 9 per week →
Radio BracSłuchaj dalej