Aller au contenu
Global sound
Soñjoù dishual

Soñjoù dishual

de Ronan ar C'hoadig

Dernier épisode
Ar minorelezhioù broadel

À propos de ce podcast

« Soñjoù dishual » a sav a-enep d’ar pezh a vez kontet deomp gant ar pennoù bras. Lakaat a ra ar biz war meizadoù a c'hellfe seblantout bezañ anat a-walc’h – met n'int ket : an demokratelezh, ar vroadelouriezh, ar Stad, ar gapitalouriezh, ar ouennelouriezh, ar feulster… A-hed an amzer e sav an abadenn goulennoù. Petra eo an demokratelezh ha penaos e c'hellfemp adijinañ anezhi ? Perak e lak ar vroadelouriezh an dud d’en em gannañ ? Penaos e stourm ar minorelezhioù broadel, er bed a-bezh ? Peseurt darempredoù luziet a vez etre ar vroadelouriezh hag an demokratelezh ? Daoust hag e tigor an ekologouriezh, ar venelouriezh hag ar gumunelouriezh liberter hentoù talvoudus etrezek un demokratelezh wirion ?

Bep eil Sadorn da 5e goude kreisteiz.
War Radio Treger Goueloù (106.5 e Gwengamp ha 107.5 e Pempoull) hag e podkast.

(E galleg d’ar sadorn war-lerc’h, er podkast « Pensée indocile ».)

Épisodes

  • Ar minorelezhioù broadel · 32 min · Saison 1 Épisode 6Ez-ofisiel, n’eus tamm minorelezh vroadel ebet er Frañs. An Elzasiz, an Euskariz, ar Vretoned, ar Gorsikaned, an Okitaned, Amerindianed Gwiana, ar Vahorezed hag ar Bolinezianed…
  • Peseurt feulster ? · 31 min · Saison 1 Épisode 5Abaoe miz Gwengolo ’vez gwelet liseidi ha studierien o vanifestiñ er straedoù evit kaout muioc’h a gelennerien ha kondisionoù labour gwelloc’h. Goull a reont e vefe gouestlet…
  • Skol ar Republik : deskiñ sentiñ ? · 39 min · Saison 1 Épisode 4Daoust ha ne servij ar skolioù nemet da gelenn d’ar vugale, da zigeriñ anezhe war ar bed ha da zieubiñ o spered ? Er gronikenn-mañ e komzimp eus palioù ken pouezus all, ma n’eo…
  • Minorelezh : ur ger hag a guzh ar galloud · 32 min · Saison 1 Épisode 3Er bloavezhioù 1980, e Suafrika, ar re Zu ac'h ae d'ober 80 % eus ar boblañs, tra ma n’ae ar re Wenn d'ober nemet un 10 % bennak. Ha koulskoude eo ar re Zu a veve evel ur…
  • Daoust ha disentus eo ar Vretoned ? · 38 min · Saison 1 Épisode 2Eus ar Vretoned e vo komzet e studiadenn-skouer gentañ « Soñjoù dishual ». A-hed ar c'hantvedoù — adalek kronikourien ar Grennamzer betek farsadennoù Pierre Desproges, en ur…
  • Perak « Soñjoù dishual » ? · 17 min · Saison 1 Épisode 1Abadenn gentañ « Soñjoù dishual ». Perak e sentomp ouzh galloudoù hag a lavar dileuriañ ac'hanomp, pa gemeront an divizoù en hon flas ? Er gronikenn gentañ-mañ e lakomp diazezoù…

En direct, dernière heure : 14 806 titres sur 6 065 stations dans 128 pays

Découvrez le monde par la radio

Plus de façons de découvrir (9)

Vous avez entendu quelque chose de bien ? Enregistrez-le, ou ouvrez-le directement dans Spotify.

Radio 538 luisteren - Live!Populaire en ce moment